Bali Breizh e Gwengamp / Bali Breizh à Guingamp

Setu dija trede abadenn Bali Breizh e Gwengamp ! Hag e vo puilh an abadenn, bezit sur ! Kroget ‘vo dirak an ti-gar gant David ar Borgn. Un embregerezh feurmiñ ha kempenn mirc'hi-houarn a zo gantañ. Da heul e adkavimp ar sonerez violoñs Isabelle Boudet e toull-bac’h kozh Gwengamp. Soniñ a ra er strollad punk Melmor. Daou don a vo sonet gant ar pevarad enervet-mañ e porzh an toull-bac’h. War-lerc'h e vo komzet gant ar gazetennerez Juliette Cabaço-Roger. Labourat a ra evit ar media dizalc’h Splann ! Un enklask diwar-benn an ensteudoù Essure a zo bet embannet ganti nevez zo. Hag evit echuiñ e vo dizoloet ur rann nevez eus an heuliad « Buhez ar sant ». Bali Breizh sera déjà pour la troisième fois à Guingamp ! L’émission sera aussi riche que d’habitude, soyez-en sûrs ! Nous commencerons devant la gare avec David Le Borgne, qui tient une entreprise de location et réparation de